Tud enez Sun a zo diberson ha ne gav eskopti Kemper beleg ebet prest da vont di da saveteiñ an eneoù.
Tomaz Gourvenneg, pesketaer ha sakrist war un dro, a samm ar garg. Start eo ar gefridi. Penaos kompezañ an traoù pa vez ken garv ha rust an dud hag ar vuhez ? Penaos embann ar c'heloù mat pa vez kemend-all a beñseoù, a vugale o vervel ha pa vez an enez en arvar da veuziñ ken alies ? Penaos liammañ an enezourien pa vez ken kreñv ar gasoni hag ar garantez kenetrezo ?
Ur gevredigezh dibar gant mor evel mur en he zro.
We publiceren alleen reviews die voldoen aan de voorwaarden voor reviews. Bekijk onze voorwaarden voor reviews.